Gwener he melezour

Gwener he melezour
Tizian, 1555
Eoullivadur war lien
124 × 104 cm
National Gallery of Art
Washington, D.C.
SUA

Gwener he melezour (italianeg : Venere allo specchio ; saozneg : Venus with a Mirror) zo un daolenn graet gant Tizian war-dro 1555 hag a zo bremañ er National Gallery of Art e Washington, DC.

Meur a daolenn a reas an arzour diwar-benn Gwener, met honnezh eo an hini gentañ, a greder, hag an hini nemeti graet gantañ penn-da-benn, hep harp eiler ebet. En e di e chomas a-hed e vuhez, betek e varv e 1576[1].

  1. Peter Humfrey (2007), p. 322.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search